Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore; etc.
AR BUGEL.
— Kan d’in euz a nao rann, etc.
ANN DROUIZ.
— Nao dornik gwenn war dol leur,
E kichen tour Lezarmeur;
Ha nao mamm o keina meur.
E koroll, nao c’horrigan,
Bleunvek ho bleo, gwisket gloan,
Kelc’h ar feunteun, d’al loar-gann.
— Gouiz hag he nao forc’hellall,
E toullik dor ann houc’hzal,
O soroc’hal, o turc’hial,
O turc’hial, o soroc’hal:
Torc’h! torc’h! torc’h d’ar wezen aval!
Ann houc’h koz d’ho tiorreal.
Eiz avel o c’houibannat, etc.
Seiz heol ha seiz loar, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.