Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
sant vaze, XXVI.

dre ma hoc’h euz grêt kement-se da unan euz ar re vihana-man euz va breudeur, hoc’h euz hen grêt d’in-me va-unan.

(41) Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a-gleiz : Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez ; (42) rag naoun am euz bet, ha n’hoc’h euz ket roet da zibri d’in ; sec’hed am euz bet, ha n’hoc’h euz ket roet da eva d’in ; estranjour e oann, ha n’hoc’h euz ket va digemeret ; noaz e oann ha n’hoc’h euz ket va gwisket ; klanv e oann hag er prizon, ha n’hoc’h euz ket va bizitet. (44) Ar re-man a responto ive : Aotrou, pegoulz hon euz-ni da velet o kaout naoun, pe sec’hed, pe o veza estranjour, pe en noaz, pe klanv, pe er prizon, ha n’hon euz-ni ket da zicouret ? (45) Hag hen a responto dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, pa n’hoc’h euz ket grêt kement-se da unan euz ar re vihana-man, n’hoc’h euz ket hen grêt d’in-me va-unan.

(46) Hag ar re-man az ai kuit d’ar poaniou eternel ; mes ar re just az ai er vuez eternel.


CHABISTR XXVI.


(1) Goude m’hen doe Jesus peur-lavaret an holl gomzou-ze, e lavaraz d’he ziskibien : (2) Gouzoud a rit ema ar Pask a-ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet. (3) Neuze prinsed ar veleien, ar Scribed ha re An-