Pajenn:Ar buguel fur - Ledan.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12


Ha te c’heus oute carantez ?

Ar Buguel.

Va zad en deus va c’helennet
Ne dostaïn james ous plac’het,
Rac tromplus int cals aneze,
Ha collet ar bed-mâ gante.
O min a so douç eguis mel,
Hac a zeboch meur a vuguel ;
Mes ne vezet qet pell ganto
Eguis ar vestl na dint c’huero.

An Doctor.

Petra a ra da gals a dut
Divar o fen caout mil disput ?

Ar Buguel.

Petra ma zeo an dut-se sot
Eus a vil malheur clasq o lot.

An Doctor.

Ha te ene plac’h fur ebet ?

Ar Buguel.

Na meus qet cals anavezet :
Ar plac’het fur, var a glevàn,
Ne dint qet commun er vro-màn.