Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Yann - Kroaziou Arvor, 1866.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —



Gand ar geod e ioa goloet
Ar skeudennou a ioa torret :
Eur c’har-groaz bennag enn he zao,
Ar c’hrist d’ann traou ne iao ket brao.

Ar gretourien genta maro
Hep rei da c’houzoud ho hano,
Pell amzer e oe dilezet
Eun dismantr ar c’hroaziou drastet.

Hogen eunn dervez e savaz
Er vro-man eur skeudenner braz :
Leun ez eo Breiz euz he hano,
Hag er c’hantvejou e vevo.

A viskoaz, gant tristidigez,
E wele koz-kroaziou bemdez,
Hag e laraz, eunn deiz a oe,
Enn eur dridal korf hag ene :

« Da enori Doue ann Tad
Sevel ar re-man a vez mad :
Me am bezo, euz ann Envou,
Ar c’halloud da ober kroaziou. »

Ann holl dud a oar, heb arvar,
E ro d’ar mean ar stumm a gar,
Hag e ma dre holl he groaziou
Er berrejou hag enn henchou.

Perag he veuli heb ehan ?
Da dad eo, ma mignoun bihan,
Ha gand dudi ha levenez
E wel ann holl draou kaer a rez.

Iaouang oud ha dija brudet,
Hag ar maoud ez teuz gounezet ;
Te a rai, m’hel lavar huel,
Kalz a enor da Vreiz-Izel.

I.-M. AR IANN.