tenien, ha rei digarez da baotred ar « bod-ilio » da lavaret d’o gwragez : « Chomit er gear hiviziken ! » evel pa ne vije ket an hini a zo er gear, re alies, siouaz ! ar gwasa eus an diaoulou !
Hag ouspenn-ze, e vije e riskl bras da goll e vara, ma teuje enebourien an iliz da skigna ar greden eman an diaoul er gador-govez.
Hag o veza pouezet mat pep tra, ar zakrist a reas e zonj da jom sioul. Ha peo gwir, tra souezus ! n’oa ken nemet e wreg hag hen o welet al lost hir, reiz brao, zoken, breman, gwella en doa an diaoul da ober oa kenderc’hel gant e labour ; e feiz, gwell a ze d’an dudou ma rea eur vad bennak d’ezo an absolven o deze !
Hag evelato, ar zakrist a gave kalet lezel an abostol da ober labour e vestr hep goulen eun tamm-gwerz butun, kustum evel ma ’z oa da gaout e lod e pep tra war dro an iliz. Ha peogwir ne grede ket diskleria brezel, mar gellje, da vihana, c’hoari d’ezan eun dreuflezen !
N’oa ket Kled eur paotr sot, pell ac’hano ! Meur a wech en doa kavet tro da welet, dre ar gloued, bioc’h ruz-glaou ifern an diaoul o peuri dirak e di, pe o taskriniat en he c’hraou.
Morse n’en doa sonjet laerez an disterra tra diwar goust den ; Kled a zouje Doue dreist pep tra, hag an archerien, eun tamm bennak ive. Hogen, eur wech n’eo ket atao, hag eur wech e vije brao tapa an diaoul en e lasou e-unan.
Ti ar zakrist ha ti an diaoul n’edont ket pell an eil diouz egile, ar pez a rea da Gled lavaret e weler bep seurt traou dre ar bed. Mont a read eus an eil d’egile, dre eur stread moan kaeet eus an daou du gant spern. N’ea, koulz lavaret, den dre eno morse. Ne vije eta den ebet war an hent, ha neuze, ouspen eun heur noz a yoa c’hoaz dirazan, ar pez a yoa kalz.
Hag evit dont gwelloc’h a ze abenn eus e daol, ar zakrist a ya d’an ti, a gemer eun tamm truilhou bennak eus eur c’houfr hag a aka war e benn eur vaoutennad bleo gwenn bet douget gwechall gant e dad koz. Hag ez a warzu ti an diaoul, sur mat ne vezo anavezet gant den.
Ar gloued n’oa ket prennet : ar bleizi en em anavez ken etrezo, hag an diaoul n’en doa aon ebet rak al laeron. Ha setu Kled oc’h oker eur vuntaden d’an tamm kloued ; treuzi a ra ar porz evit mont d’ar c’hraou, el leac’h ma kav ar vioc’h ruz-tan-ifern gourvezet, gant ar gorden endro d’he gouzoug.
Sellet a reas ouz Kled gant brennikennou ker bras ma seblante goulen outan : « Na petra glaskez te dre aman, pez divalo ? » Ar zakrist a gasas d’ezi, dijipot, eun taol botez, evit he lakaat da