Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

ho madoberou ; c’houi avat a zo eun aotrou bras savet da roue e Breiz-Izel abalamour d’ho ouenn ha d’ho labourou talvoudus evit ar vro. O timezi da eur plac’h a ouenn uhel eveldoc’h e reot douja hoc’h hano hag ho karg. »

— « Ankounac’haat a rez ive d’az tro, Odila, ez eo dre va galloud ha va oberou kaër e fell d’in lakaat douja va hano ! a lavaras Lan o sevel e benn sounnoc’h. Va Bretoned a gar ac’hanout, o deus doujans evidout, a blijo d’ezo kaout ac’hanout da rouanez. Ha d’in-me, Odila, nak a vad a rafez ! »

Odila a hejas he fenn evit lavaret nan. Stouet d’an douar dirak ar prins e lavaras :

— « Pardonit d’in, Aotrou bras ha galloudus, n’eo ket d’eur roue eus an douar e fell d’in dimezi, da Roue an nenv eo ! A-raok dont eus Bro-Zaoz e ris al le d’en em westla da Zoue ma ’zaje an traou hervez mennoz ar Vretoned. Pa varvo va zad ker, m’en em denno en eur gouent eus kear da dremen an nemorant eus va buez. Da c’hedal e rankan soursial eus va zad. »

— « Ha ne dleez ket i ve d’ar prins eun tammig bennak eus da vuez, Odila ? »

— « Diskouezet em eus d’eoc’h, Aotrou, karantez ha stagedigez, great am eus meur a draig evidoc’h, pa ’z oa ezom. Mes brema, petra rafen ?… Livirit d’in, me ho ped, n’am mirot ket da zenti ouz mouez va c’houstians ? »

— « Nan, Odila, ne virin ket ouzit, daoust d’ar boan a ra ze d’in. »

— « Dare oac’h, eme Odila o vousc’hoarzin, d’am dimezi da Eummaël, gellout a reot eta ken eas-all am roi da Zoue ? »

— « Me grede e kariez Eummaël, a lavaras Lan gant tristidigez ; muioc’h e klaskan da eürusded eget va hini va unan. »

Lan en doa great d’ar plac’h yaouank sevel, hogen, kouezet oa a-nevez d’an daoulin.

— « Eur c’hras-all, Aotrou, am eus da c’houlen diganeoc’h, evit va zad en dro-ma. »

— « Da c’houlen a vezo roet d’it… Lavar petra eo »

— « N’eo ket ar gozni a laz vazad, emezi gant anken, ar boan spered eo, Aotrou. Ar c’hastel-ma a zo kaer ha brao eo beva ennan ; kear an Naoned ive a zo savet eus he foull kaeroc’h eget biskoaz. Va zad koulskoude a zo ama evel eun den harluet pell dioc’h e vro. C’hoant en deus da welet he aochou, e vrugegou, e lanneier, e goajou, e vein-hir. C’hoant en deus d’o gwelet a-raok mervel. Hag aotrei a rafec’h lezel ac’hanomp da zistrei d’an Arvor ? »

Lan a oe meurbet gwasket e galon o klevet ar c’helou-ze.

N’eo ket eta goude maro Hoëlig, mes dioc’htu, a-benn eun