Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

aotrou Kergarello, ar bugel savet dre garantez Fanch-Koz, difennour Marianna, goz a yoa deut da veza eun doktor, ar muia brudet hag ar muia gouest eus e amzer ; e izelded a galon eo a viras outan da skedi morse er renk, er c’hargou uhella.

Hogen, eur vintivez, Laouig ar-Gernevez a zisparisas eus kear Veniz goude beza dre e gomzougouiziek hag helavar dalc’het penn da holl doktored ar gear vrudet.

III


Penaos e tizroas laouig d’ar gear goude beza desket pep tra


Kement-ma a dremene e pardaez eun dervez kaër eus an diskar-amzer. An heol a ziskenne, echu gantan tro ar bed, hag e vannou diveza a entane bolz an nenv en drem wel, e leac’h ma ’z eont da guzat a-drenv ar meneziou.

Eur beachour a yoa d’an ampoent o tizout krec’hen an duchen.

Ac’hano e wele e geriaden dastumet, kuzet en deliou dero, gant he zoennou plouz, glas ive gant ar man hag al louzeier, an iliz gant he zour nevez savet uhel dreist ar gwez hag a ziskoueze d’an nenv eur c’hilhog melen evel an aour.

An den-ma a yoa yaouank, hag evelato war e zremme lenned ez oa eun den a boan hag a labour. Treut, eun tammig daoubleget, evitan da gaout doare da veza krenv, anat oa e veze dalc’hmat azezet oc’h eun daol o studia.

E touez e vleo du hir meurbed e welet dija meur a hini o kemeret liou an arc’hant.

War droad edo, skuiz bras dioc’h an doare, rak poueza rea kenan war e benn-baz.

Laouennaat a reas pa welas tiez-soul ar Gernevez ; hage sellas ouz al lanneg rostet a rea eur gurunen velen d’ar c’hoajou bras. Gwelet a rea i ve an daol-vean evel eun tach du e kreiz ar bokedou aour, ha pelloc’h abati Sant-Tangi.

Ar beachour neuze a dennas e dok evit saludi douar e vro c’hanedik, hag a gouezas d’an daoulin evit lavaret eur beden ver.

Disken a eure dre eur wenoden, etre diou c’harz bleuniet gant roz gouez ha spern-gwenn. Dizale e welas o tont a-benn d’ezan eun den bleo hir d’ezan, hag a gerze o c’hoari gant eur vombard.

Ar beachour a jomas a-zav hag a vousc’hoarzas a-nevez.

— « Doue d’az pennigo, ar Floc’h ! » emezan d’ar bombarder, meurbed souezet gant salud an diaveziad.

Respont a reas o vralla e benn :