— « Paotr kez ! ez a da goll, sklear eo ! »
Ar wazed a gendalc’has : — « Paotr kez !… N’eus forz, krenv eo zur ar chistr er bloaz-ma. »
Ha meur a hini a youc’has :
— « Ya, krenv eo, e gwirionez !… Mes Doue ra viro Laouig koant dioc’h lasou an « hini fall ! »
Laouig koant koulskoude n’oa ket ken nec’het hage vignoned. Teuler a reas e groc’hen maout war e gein, ar chap displeget war e benn ; hag, o veza sammet e delen ouz e skoaz, e kemeras e benn-baz.
Ober a reas neuze eur zell faeüs war ar zal sklerijennet gant tan an oaled ha gant an torchadou goulou rousin a daole sked rus war an arrebeuri. Laouig a dostaas ouz Barbaig.
Drouk-livet eun tammig, fougeüs ha dichek evelato, Barbaig a astennas d’ezan he dourn :
— « Laouig, emezi gant he mouez sklear, pa c’helli e tigasi d’in gwalen ar promesaou ; da c’hedal, setu ama unan d’it e tes teni eus va ger. »
Kemeret a reas goude ar zizailh a yoa en ispilh oc’h he zavancher hag e troc’has eur bouchadig eus he bleo ; hag, o veza kordennet ar bleo-ze, e skoulmas anezo endro da arzourn Laouig.
Kement-ma ne blijas ket d’an holl, ha Fanch-Koz a lavaras d’ar paotr :
— « Va merc’h a ra he fenn he-unan hizio ; mes me a raio va hini ive d’am zro. Me gred e rafes gwelloc’h dont d’an oferen ganeomp-ni eget mont da ober troiou kamm evel-se, hep gouzout mat petra gavi war da hent ! »
— « Mont a rin, va zad, da oferen goulou deiz, ha d’an oferen-bred ive ; Barbaig a bedo evidon epad ma vezin du-ze etre mogeriou koz abati Log-Maze-Penn-ar-Bed. »
Hag o veza komzet evel-se, Laouig-ar-Gernevez a zaludas an holl, a vousc’hoarzas da Varbaig, hag a yeas ac’hano.
Epad m’edo Kerdaonched ha Kerpetradime, skouederien a ouenn uhel, Tugdual, an diwaller yer, ha Primel, an troc’her koad, o trinka laouen gant an archer Herveou ; epad mac’h eve