Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


E wreg na derme mui, pell ac’hano ; savet oa he c’halon e resed hini he fried.

— « Ildut, emezi, o lammat d’her briata, ankounac’ha ar c’homzou a zifizians am eus lavaret dirazout… Mat ec’h eus great ! Fouge a zo ennon ganez… Doue n’hon dilezo ket !!!… » Hag e kendalc’has da lavaret c’hoaz meur a dra-all evel-se evit kalonekaat muioc’h-mui tad he bugale…

Ar « c’honseil de guerre », lez-varn ar zouđarded, a yoa dalc’hmat brema dirak e spered, gant kement a dlie dont da heul.

Setu torret evitan ar vicher a garie, hag a dlie rei bara d’e diegez. Hag an dra-ze, a dra zur, a yoa eur gwall daol evitan.

Hogen, eur vouez dous ha nerzus a lavare d’e ene komz hor Zalver benniget en Aviel :

« Eürus ar re a zo gwall-gaset abalamour d’in-me ! »


————