Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

em gaver adarre kenver-oc’h-kenver gant buez an den war an douar, red mat d’ezan kaout bara evitan hag evit e diegez !

Ildut kez, gwel nag a ezom o deus hor bugale ac’hanout ! Daoust ha goude ma plegfes d’eun urz didruez, douget enep da feiz ha da goustians, kred ac’hanon, hor bugale a zougo eun hano karet ha doujet !… »

« O Mari, ehan pelloc’h da veza an diaoul evidon. Mont a ran d’al leac’h m’eo red d’in mont ; hogen, ma c’houlenner diganen beza trubard d’am Doue e livirin : « Nan biken !… Tad oun, gwir eo, mes Breizad oun ivez. N’eo ket en aner ez eo bet desket d’in gwechall lavar va bro, pa ’z oan bibannik, war barlen va mamm :

Kentoc’h mervel eget beza kailharet !


Diw heur goude.

Gwisket gantan e zilhad grana, ar c’hommandant a deuas er meaz eus e gambr o teurel c’hoaz eur zellig war ar renkennad poltrejou eus e dadou koz, a zeblante holl lavaret d’ezan e kavent mat sur e vennoz hag e rajent eveltan.

Setu hen e penn ar zoudarded bodet tro-war dro d’an Iliz. An dud brema a zo war-c’hed eus ar pez a zo o vont da dremen dizale. An holl galonou a zo gwasket, me lavar.

Eur bern sellerien ha sellerezed a zo du-ze, en tu-all d’ar zoudarded, Bretoned ba Bretonezed dispont, lemm o daoulagad, dare da zifen o Doue.

Hag e kaner :

Ni gar Doue, ô tud digreden
A c’hoanta hen diskar er vro !
Ni lavaro gant hor feiz kristen :
Kentoc’h mervel ivez d’hon tro !…


Ar wazed o-unan a gan gant eur vouez nerzus a laka da dregerni ar meziou er pellder :

Holl da Zoue… ! E pred ar maro
Doue d’e dro na nac’ho ket
Kement kristen mat a lavaro :
Biskoaz Doue n’em beus nac’het !!!…


Ar c’homandant a glev ar poz kaër-ma, hag ar c’homzou dudius a zo d’e gloza a ya eün betek goueled e galon.

Evel eun avel a feiz, Feiz ar Vretoned, kalet evel o douarou, a dremen uz d’ar bobl tud-se. Kana reont o feiz, o devosion evit Doue, ha n’o deus, anat eo da gement den a zo eno, mennoz fall ebet enep gouarnamant ar vro. N’eo ket ouz ar Republik eo o deus