Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


GOUELIOU KALA GOANV


————


Setu eat ebiou d’eomp an deiziou seder, an deiziou tomm ha skedus, ma’z eamp dindan ar gwez bodennek da glask ar freskadurez, en eur zelaou richan dudius al labousedigou o kana hag o iskana penn-da-benn an deiz meuleudiou o C’hrouer.

Great eo an eost, dastumet eo bet er c’hrignol gant bennoz an aotrou Doue; ar frouez all, per, avalou, kistin, rezin, a zo deuet ive d’o mare da zigas sonj d’eomp eus madelez hon Tad a zo en env.

An diskar-amzer o tremen a zigas war hor c’harteriou derveziou krennet, tenvaleat alies gant ar c’houmoul du leun-zour. Deliou glas ar c’hoajou ker koant d’an nevez-amzer a zo deuet da veza melen ; distaga a reont eus ar gwez, hag e kouezont d’an douar, ’lec’h ma vezint dastumet ha lakeat da ober teil.

Tristaat a ra ar bed o welet ar vantel c’hlasvez se o tizec’ha hag ar yenien o tostaat. Pep-hini e leac’h mont d’ar meaziou, pa deu ar pardaez, a jach war-zu e di, a dosta zoken oc’h an tan, evit lenn pe selaou eur marvailh bennak. Evel douget gant ar pez a wel en dro d’ezan, d’ar poent-ma eus ar bloaz, an den a bleg warnan e-unan hag a ra eleiz a zonjou. Pep tra breman a lavar d’ezan : « Mervel a ri… dizale ! Da vuez a dremeno evel ma tremen an deliou… Koueza ri, ha da gorfa deuio da veza preiz ar prenved. »

Hogen, mouez Doue a zav neuze ive evit lavaret d’he zro : « … Sevel a raio ac’hano eun deiz evit mont d’ar vuez pe d’ar maro da viken ! Da bep hini eo brema dibab !… »

An Iliz a zo bet savet gant Jezuz-Krist; lavaret en deus e vije ganti betek deiz diveza ar bed ! A ! kement se a zo eas da gredi pa jomer a-zevri da zonjal enni.

Santout a reer eo bet c’houez Doue oc’h ober d’ezi lakaat goueliou an Holl-Zent hag an Anaon d’ar mare-ma eus ar bloaz ! E hini-all ebet na vijent bet gwelloc’h…

Goueliou kala goanv eo goueliou an tiegeziou kristen.