Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Pa deu eur paour nevez da skoi war an nor, ma n’eus gweel ebet evitan, unan eus ar C’hoarezed a raio an dilez euz he hini hag hen roi d’ar paour ; hag e kousko war ar planken da c’hedal ma vo digaset eur gwele d’an ti.

D’hor peorien koz, mar plij !…

Daoust ha n’hoc’h eus ket bet gwelet e-hars doriou an hostaliriou bras diou leanez sarret kloz en ho mantellou zu, eur mousc’hoarz leun a vadelez o tarza war ho dremmou hag ho zelhou troet d’an douar ? Eun dervez edont o c’hedal evel-se, pa deuas eun den dizoue da dremen. Unan anezo a dostaas outan hag a lavaras oc’h asten he dourn evit goulen an aluzen : « Evit hor c’hozidi, mar plij, Aotrou ! » An den difeiz a yeas eur sac’had kounnar ennan. Dont a reas eur ger mezus eus e c’henou, hag o tizrei war-zu enni e kraenchas outi. Ar c’hoar gez na ziskouezas netra a-ziaveaz eus ar pez a dremene en he diabarz. Kredabl e teuas en he spered skouer H. Z. Jezuz-Krist en doa lezet ive ar Yuzevien da ober d’ezan a bep seurt dismeganzou, hag ar C’hoar vihan a yeas dres dirak ar reuzeudig evit lavaret d’ezan : « An dra-ze, Aotrou, a yoa evidon ; evit hon re goz brema, mar plij ! »

Chom a rea c’hoaz ’velkent eun tamm kalon bennak e kreiz an den divezet, rak koueza ’reas d’an daoulin da c’houlen trugarez.

C’hoant a zo da lakaat re-all en ho leac’h

Setu ma klever mitisien o vont hag o tont e sâl vras ar c’hlanv-di (hospital).

Digas a reont eur c’hravaz goloet gant eul lienen wenn ha glaz. Ar mestr louzaouer a zo war c’hed, kals medisined bodet endro d’ezan. Setu ma tizoloer ar c’hravaz, hag e weler astennet warni eur c’hlanvour kez digaset da « operi ». Eun den yaouank eo, hag a c’hell kaout 25 vloaz d’an hirra. Dioc’h e welet eo eaz gouzout n’eo ket deus Pariz, rake ziouskoaz a zo ledan, e zremm melenet gwechall er parkeier a dro brema war ar gwenn-erc’h roet d’ezhan gant ar c’hlenved, sklear eo, mez ivez kredabl, gant ear bounner ar c’heariou. O ya, eur Breizad eo deuet da Bariz da glask an eürusded ha n’en deus, siouaz ! bet nemet poan ha tristidigez.

Gant kals poan e teu ar c’hlanvour da c’hellout ’n ’em lakaat