bremaik e vezo diskouezet d’it penaos e vez kempennet filhor ar Roue ! »
Neuze ar Roue a roas urz da zifframma korf ar yudas Kongar etre pevar marc’h follet. N’oa ket bet pell an abaden, amzer a-walc’h da lavaret e « in manus » e daou pe dri c’her.
Evel-se, an nep a ra an drouga vez reustlet abalamour d’ezan, pe er bed-ma, pe er bed-all, peurliesa en daou leac’h.
Goude beza laket ober da Gongar evel m’hen doa gounezet, ar Roue a lavaras d’e filhor :
— « Brema, Alexandr, kurunen Bro-C’hall az pezo ; me a zo koz, dioc’htu e vezi kurunet. »
« Ha n’eo ket ’ta, emezan da dud e lez, e vezot laouen o welet lakaat ar gurunen war benn va filhor Alexandr : great en deus leun a oberou galloudus ? »
– Ya, ya, bevet ar Roue Alexandr ! »
— « Mat, eme ar Roue yaouank, eun dra c’houlennan diganeoc’h, va faeron. Goulen a ran m’am lezot da zimezi gant eur plac’hig a-zoare, merc’h da Roue ar Spagn, am eus tennet eus tre skilfou eur rounfl.
— « Gra evel a giri, va filhor ! »
Dem goude, pevar c’hant den armet a yea da gerc’hat ar plac’h yaouank. Alexandr a yeas eur pennad mat dioc’h Pariz d’he diambrougi, ha neuze kear Bariz a reas d’ezo eun digemer eus ar re gaera.
Trumma ma oe gellet goude-ze e oe great an eured.
Ar glaouaer, an demezel, ha zoken holl voutouerien Koad ar C’hranou, a oe en eured.
Me a yoa bet ive enni, ha gwisket kaer ez oan : eun tok aman, eur zae grampoez gant boutonou spezard, eur bragez paper-stoup, hag eur boutou gwer.
Ar friko a badas pell hag hir ; mes me a deuas kuit a-raok m’oa echu. Heol a yoa kement ma n’oan ket deuet pell dioc’h Pariz oa kouezet ha teuzet va zok aman. Va zae grampoez a oe amanennet ker brao gant va zok, ma rankis debri anezi. Va boutonou spezard evelato a espernis hag a lakis em godel. Ne jomchent ket pell eno, rak ar c’hrampoez a yoa sallet eun tammig gant va zok aman, hag a zigasas sec’hed d’in : debri a ris va boutonou.
Ken tom oa bet an amzer ma tirollas eur barr arne spontus ; glao a reas kement, ma welis prestik va bragez paper-stoup o tispega, o tistamma hag o koueza diouzin. Siouaz d’in ! ne jome tamm dilhad ebet ken war va zro, hag e ranken mont a-dreuz.