Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

nam eus bet ?… Eus peleac’h eta eo hema ? N’eo ket eus ar bed-ma ?… Daoust hag an Ankou e ve ? »

— « Va Doue, ya, me gredfe a-walc’h, enne egile, eo an Ankou ! Klev an trouz a ra e gar !… Deomp ac’halen a-raok ma vezimp sammet gantan, rak lavaret a ra ive : « Sammet e vezi !… Deomp ac’halen, va Doue benniget !… Evidon-me n’em eus tamm c’hoant ebet da veza sammet gantan c’hoaz !… »

Hag an daou archer ac’hano prim ha prim endra mac’h hope al laer uhelloc’h-uhella : « Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! »

— « Ne glevez ket a nezan ? eme eun archer ; me c’houie walc’h oa tremen mall d’eomp tec’het kuit… Sammet e vi ?… Vefomp ket ! fidamdoustik. Me na ran forz da beleac’h ez ai an irvin ze. Mar n’hen deus ket bet a irvin betek-hen, evit fenoz en devo, mar kar ! »

Hag an daou archer a ziskarre bepred, hep ma ouiche Perrin oant eat eus ar park. N’oant ket eat da lavaret d’ezi e c’hellit kredi, mez o divije bet o tiskouez oant ken aonik.

E keit se an irvin a yea e karrigel al laer, karga c’helle brema hep aon ebet.

Fanch a yeas mintin mat d’ar park da welet ha kaout a raje eno an archerien. Siouaz ! eat oant kuit, hag an irvin ive.

— « Jezuz, va Doue, eme Fanch, laeret eo bet an irvin adarre. Pa lavaran d’it, Perrin baour, ne jomo hini ganeomp. Meus aon ez eont gant an archerien. Gwelet a rin ! »

Mont a reas droug er vaouez gez, hag e lavaras : « Ember, me a yelo va unan d’ar park, ha me ra forz pe veo, pe varo eo an hini a deu da laerez va irvin, ha mar gellan mont tost d’ezan, me a raio d’e ler paea.

Pa deuas an noz, Perrin a yeas d’ar park ar vaz yod ganti dindan he c’hazel.

Prestik goude ec’h erruas eun den er park eur zach war e chouk da zestum an irvin. N’en doa ket bet amzer avat da denna kalz irvin pa zilammas Perrin eus he c’hougn, he baz yod savet uhel ganti.

— « Da beleac’h, emezi, ez it hu gant an irvin ze ? Ho pezet ar vadelez, mar plij da lezel an traou-ze gant o ferc’hen, pe bremaik ho ler a zamanto ! »

Hag hi ha distaga gantan eur pez taol baz eus holl nerz he breac’h. Al laer a gemeras aon hag a zilammas ac’hano hep chom da c’houlen an heur, hep sellet zoken war e lerc’h, gant aon da veza anavezet.

Piou oa ? den n’her goar, ha den n’her gouezas morse. Al laer