ne rea mui, ar paour kez ! nemet ouela, hirvoudi hag huanadi eus ar mintin d’an noz hag eus an noz d’ar mintin.
Eun dervez m’edo evel-se ken rannet e galon ma ruilhe d’an douar ha ma tifframme ar bleo eus e benn o vallozi an dervez ma c’hanas, setu hen, en eun taol krenn, o chom a-zav e kreiz e wall-varrad.
Gwelet a rea o tont eun itron vras d’ezi eur gened dispar, hag a zouge eur paotrig koant meurbed war he diwreac’h.
An itron a deuas da gichen ar paour hag a zellas outan gant madelez, eur mousc’hoarz leun a deneridigez o tarza war he muzellou.
— « Ankeniet e seblantit beza, va den mat, » emzi.
— « Ya, a lavaras hen, ankeniet oun, ha leac’h am eus da veza ! Eur prenv a zo evurusoc’h egedon-me ! Kaout a ra en douar eur goudor enep an amzer fall hag ar vagadurez red d’ezan evit beva. En noaz ran emaon ; n’em beus na ti nag aoz. An dud, al loened, ha kement tra a welan a zo endra c’hellont o klask noazout d’in. C’hoaz eur wech, evurusoc’h eo ar prenv-douar egedon-me. »
— « O veza ne c’hell ket goulen, eme an itron, ar prenv a zo bet roet d’ezan dioc’h e ezom. Perak ne c’houlennit-hu ket skoazel, pa c’hellit hen ober ? »
— « Goulen skoazel ! Itron vat, ha digant piou, p’eo gwir an holl a dec’h diouzin pe a gas ac’hanon da vale ? »
— « Digant piou ? eme an itron, digant ar roue, na petra ’ta ! »
— « Digant ar roue ? eme an den paour sebezet ; digant ar roue-ze a zo o chom du-ze war gorre ar menez ? »
— « Ya, digant ar roue, lavaret mat am eus ; daoust ha n’eo ket hen ho mestr ? »
— « Dres, eme ar paour, abalamour m’eo hen ar mestr, ha n’ez oun, me, nemet eun tammig poultreni. Daoust hag hen a deuio morse betek ennon-me ?… Ha mar dafen betek eno, daoust hag ar gwardou am lesfe da vont da lavaret d’ezan va foaniou ? Ho louzaouen, her gwelet a rit, na dalv netra evidon. »
— « Eo da ! mes red eo d’eoc’h en em gemeret egiz-all. Pa n’heller ket mont betek ar roue e skriver d’ezan. »
— « Skriva ! eme ar paour kez, ya brao eo lavaret ! Mes red e vije gouzout skriva ! Red e vije ouspenn kaout arc’hant da brena paper-timbr ! Red e vije kaout eun den brudet kaer da lakaat e hano evit rei muioc’h a bouez d’ar goulen… Hogen, n’ouzoun ket dougen eur bluen, n’em beus ket eun hanter diner, n’anavezan den galloudus ebet a gement a viche a du ganen, ha va breac’h n’eo ket hir a-walc’h evit kas va lizer ken uhel… »
Hag ar paour kez a zirollas da ouela.