Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

hag o veza ma krede beza pare, e pareas ive e gwirionez. Hogen ar vakansou a yoa eat ebiou, hag an amzer gaer ive.

— « Gwaz a ze evit an dro-vale, emezan ; ar pez a zo apellet n’eo ket kollet. Mont a rin er bloaz a zeu »

Er bloaz warlerc’h e oe votadeg hag an aotrou, evel just, a oe skubet. Re en doa great, hag ar bobl a yoa deuet da skuiza gantan.

— « Petra ra an dra-ze d’in-me ? emezan. Perak en em jala ? Labouret matem eus epad ma’z oun bet. Ar pep brasa ’zo great, hag an nemorant, na petra ’ta, a deuio warlerc’h, anezan e unan. »

En dro-ma, hep mar ebet, e c’hellje mont da dre men an hanv war harzou ar Suis pe an Alemagn.

Urbitz a zo eur geriadennig zister, du-ze, e Bro-Alemagn. O veza m’eo savet en eul leac’h kaer dispar, ma weler ac’hano kalz traou pell pell a ziwardro, e teu di bep bloaz eun niver bras a dud dibreder da glask an ear vad ha da adober o yec’hed. An ear a zo fresk. Ama e klever trouz eur ster, aze eur gouer o koueza eus an uhel diwar eur roc’h ; he c’hoajou bras divent a zo troc’het gant henchou ledan, kirri sternet gran o redek drezo bleinet gant tud eus a bep gouenn, eus a bep bro. Gwa koulskoude d’an nep a gredfe en em gavout e-unan en noz war an henchou-ze ! Beza ez eus c’hoaz dre eno hiniennou eus an dud-se n’o deus ken micher nemet peilha, laerez ha laza an dreminidi re hardiz a laka o holl fizianz en o nerz-kalon pe e nerzo divreac’h.

Eun nozvez eta m’oa sioul pep tra, ar strollad laeron a rodelle, evel kustum, e kroaz-hent an Toull-Du. C’houec’h a yoa anezo.