Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ii

a ranke rei o leac’h da re all… Ar wazed a jache war o c’herniel-butun berr ha mogedet, ar merc’hed a stamme hag ar vugale vihan a foc’he al ludu gant an houarn biniou pe a glaske laou e penn ar c’haz ! Nag a stad a veze er beorien geiz o welet gant pegement a brez hag a evez e teue, dre-holl, ar goueriaded da zelaou o istoriou ! Ker kaer ha ker plijus e vezent ma teue d’ar wazed lezel an tan da vervel en o c’herniel, d’ar stam chom a zav etre daouarn ar merc’hed ha d’ar vugale lezel e peoc’h ludu ha kaz evit selaou gwelloc’h, o diskouarn soun hag o daoulagad peket ouz ar c’honterien.

Kozidi ha yaouankizou a zizroe, laouen o c’halon, d’o c’hear goude beza tanvaet eur blijadur c’houek hag onest er seurt beilhadegou.

An dra-ze oa an amzer goz, an amzer vad ! Mes maro eo gouenn ar varvailherien-valeerien, hag an tadou koz a vreman n’ouzont mui a istoriou diduellus…

Chench a ra an amzeriou !

En deiz a hizio e leac’h beza bodet en dro d’eun tantad tan, o selaou, gant ar Re-goz, kontadennou ar varvailherien, yaouankizou hon amzer, epad ar goanv, a gav gwelloc’h mont da redek a bell, da henti a bep seurt tiez, da c’hoari kartou ha domino. Karet a rafen gallout lavaret e tanvaer, e seurt beilhadegou, plijadur ken dereat ha ker yac’hus ha gwechall. Mes allaz ! Awechou ar seurt diduamanchou a vez noazus ouz o c’horf hag ouz o ene ; koll a reont, — re alies siouaz ! — ar paourkez tud yaouank, o yec’hed hag o glanded…

Ar skrivanierien breizek ha broadus a ya bemdez war niverusaat hag o youl eo ober ar Vro da zont en eur en em harpa war an Amzer dremenet. Gwir virerien kelennadureziou reiz ha doareou fur o C’hendadou, o lavar eo : Giz koz, giz wirion, hag o skoazell a roont da zelc’her en o zav ar giziou mad a venn tec’het kuit evit rei leac’h da c’hiziou all nevesoc’h hag alies fall. Gant keuz e welont o kerzet kuit ar