Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/72

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —


— « Neuze ! Petra zo ’ta ? »

— « Setu aze, Aotrou, c’hoant o doa da lida gant kalz a veurded gouel Nedeleg, deiz o « fardon » bras. »

— « Mat, mat-dreist eo an dra-ze ! »

— « Ya, mes eun oferen o defe c’hoant da gaout ! »

— « A ! nevez roet em eus anezi d’an elez !… Ma vijent deuet eur pennadig bihan kentoc’h… Roet em eus va ger, ha ne vijeket brao d’in-me, an Aotrou Doue, mont da denna anezi diganto brema !… Dieas e kavan, va mignon Yan, mes n’hellan ket ober e-giz-all koulskoude. »

— « Ya, ya, ho ker a rankit da zerc’hel, me oar a-walc’h. Me lavar d’eoc’h evelato e tleit ive selaou ar paour keaz tud-ma, rak ne jomjont ket da dorta pa deuas d’ezo ar c’helou e oa ganet ho Mab Doue ! Daonchet ! me laka e oent tud kalonek o tilezel pep tra evit mont kerkent da stoui dirak ar Zalver nevez deuet er bed. Ha goude, satordalle ! nak a youl o devoe d’her roi da anaout endro d’ezo !… »

— « Ar wirionez eo, va mignon Yann… Mes lavar d’in ’ta neuze petra c’hellfemp da ober ? »

— « O n’eo ket dieas ! E leac’h eun oferen e vezo diou. Nedeleg ne zigouez ket bemdez. »

— « Evel ma leverez… Ha pegouls, va mignoned, e falvesfe d’eoc’h kaout hoc’h oferen ? »

— « Mar ne rafe ket dieas d’eoc’h, Aotrou, e karfemp he c’haout da c’houlou-deiz. »

— « Da c’houlou-deiz ?… Toneilhe ! c’houi avat a zo mintinus da gas ho loened er-meaz ; gwasa zo, an holl n’int ket henvel ouzoc’h, ha me am eus da deuler evez war va holl denvedigou… Ha perak ’ta e fell d’eoc’h kaout hoc’h oferen da c’houlou-deiz ? »