— « Ha, p’eo gwir eo ho kouel bras, an deiz ar bloaz ma tiskenjot etouez an dud evit kas d’ezo ar peoc’h ha rei d’eoc’h hoc’h-unan enor ha gloar, ac’hanta… »
— « Ac’hanta, hon defe c’hoant e vefe eun oferen-bred c’hran en deiz-se, mar ne ra ket ze re a zieaz d’eoc’h. »
— « O nan avat ; en eneb eo, kalz a blijadur a ra d’in ! Ha pegouls hoc’h eus c’hoant da gaout an oferen-bred-se ?… »
— « D’an heur ma tiskennas ar Zalver war an douar… da hanter-noz ! »
— « Da hanter-noz, end-eün ?… N’eo ket eur mare gwall-dereat. Kousket a ra ar vugale, hag an dud vras o-unan o deus mil boan o chom dihun… »
— « Ho mab Jezuz koulskoude ne varc’hatas ket hag a deuas d’an heur-ze ! »
— « Gwir eo !… Ha neuze, eur wech n’eo ket atao. Rei a ran d’eoc’h hoc’h oferen, hag ez eot holl d’he c’hlevet ; hanvet e vezo Oferen ar stered. »
— « Mil ha mil bennoz d’eoc’h, Aotrou Doue ! »
Ha neuze, araok dispartia, Doue a roas d’ezo eun toullad fouasennou poazet en eol, henvel ouz ar re a vez debret e hostaliriou Plougastel en dizro eus ar pelgent. Kredi a-walc’h a rafen ez oant bet great gant santez Anna Wened, e vamm-goz.
Hag abaoue neuze an elez o deus bep bloaz o oferen hanter-noz.
Setu evit unan.
Hogen, er Baradoz n’eus netra guzet, hag ar c’heleier a ra buan an dro, hep « telefon » na