Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

zifen e dra eat dindan galloud Monfort, an henor en divije harzet anezan da vont, rak a-du edo gant Charlez Blez, ha d’ar mare-ze zoken edo an diou arme o vont da steki an ell ouz eben, ha goude e vije gwelet gant piou ez aje ar gounid. Stag e oa eta.

Janed Monfort a lavare a walc’h e roje urz d’an aotrou a Lanveog da vont eus a Blougastell. Hogen, Tereza a zante mat ne vije ket sentet oc’h he urz. Nec’het bras ez oa.

Ar gontez, kalon vat he devoa, a oe skoet o welet ar plac’h yaouank en eur seurt kuden ; kinnig a reas d’ezi eun ti kaer en Henbont. Houma avat a c’houlennas ma vije lezel da vont da Gemperle ; gouarnour ar gear-ze, emezi, a yoa kar pell d’he zad. Janed a aotreas d’ezi gant plijadur ar pez a c’houlenne.

— « It, emezi, o lavaret kenavo d’an demezel, it, ha dac’hit sonj vat eus a gement-ma : Ma teu Doue da rei d’in an trec’h, me ho skoazello kement ha ma vezo em galloud. N’hoc’h ankounac’hain ket ! »

Tri miz goude, e kavomp demezel Plougastell eat da jom da Gloc’harz. Setu ama petra yoa bet penn-abeg da gement-se.

Gouarnour Kemperle a zigoueas d’ezan mervel. O veza m’edo an hini a deuas war e lerc’h a-du gant aotrou Lanveog, ha zoken e leverer ez oa unan eus e vignoned, setu ma oe red d’ar plac’h kez mont da jom en eul leac’h-all. Lakaat a eure neuze en he fenn mont da gouent Alre, da c’hedal ken na vije echu ar brezel. O veza great eur pennad brao a hent, setu ma oe taget ar vanden gant eur bagad skraberien. Pep-hini a yeas eus e du ; ar plac’h yaouank a c’hellas, o tec’hel prim ha prim, en em deuler en eur c’harz e lec’h ne oe ket gwelet gant he enebourien.