Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/184

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —

dreujou ar chapel zoken, eur bagad loenedigou blevek, kerniel war o fenn, a zanse, a c’haloupe, a zaoulamme, a youc’he ; ha gant eun dan vad paour tapet ganto e c’hoarient, o teuler anezan eus an eil d’egile, evel ma ra paotred Plougasnou pa vezont o c’hoari terri koz podou da zular C’hasimodo. An dan vad paour a vleje hag e c’hloan a nije gant an avel evel pluennou erc’h.

Ar chornandoned a youc’he bepred hag a gane :


Sant Kadou zo eur zantig mat,
Patati, patatat,
Mignon eo d’ar c’hornandoned
Patati, patataned.


An arc’heal paour a skrije o klevet kemend all, hag o welet eur seurt tra heuzus ; dispaka a reas koulskoude e baper, ha gant e bluen aour e skrivas :

« En hano an Doue teir gwech santel, me, Azariaz, Arc’heal eus ar Baradoz, dre eun nosvez kaer steredennet, em eus gwelet en eul lanneg, dirak chapel Sant Kadou, sperejou daonet oc’h ober c’hoariou iskis ; taoler a reant en ear eun dan vad, evel a ra ealedigou ar Baradoz pa vezont o c’hoari bilibotan, hag en eur youc’hal e kanent soniou en enor da zant Kadou. »

Pa oe echu e skrid gant an arc’heal e tispakas adarre e ziouaskel, hag e teuas betek an douar, sioulik. Skeud e ziouaskel lugernus a spontas ar c’hornandoned, ken na laoskjont eur youc’hadeg, evel pa vije bet tri c’hant kaz o viaoual, hag ez ejont kuit evel pa vijent eat en douar.

An arc’heal a jomas a-zav dirak ar chapel. A zioc’h an nor, en eur c’hustod, e weled skeuden sant Kadou, e mean Kerzanton, eur vantel vean ivez war e gein, ha hi kizellet kaer meurbed.

An arc’heal a zavas e zaoulagad da zellet oc’h