Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/182

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —

niget, m ’em eus o gwelet, e traon Mene-Are, du-ze, e-kichen chapel Sant Kadou, war dreuzou ar japel zoken, ha sant Kadou na rea van, e-giz pa vije a-unan ganto. Seta aze eur c’hoz sant avad ! »

Sant Per a jomas nec’het bras o klevet kemend-all. N’oa douetanz ebet da gaout koulskoude : Fant an Touarc’h a lavare sur ar wirionez, eun ene ken eün ha ker glan ! Ha neuze, no lavarer morse a c’hevier e-kichen dor ar Baradoz.

— « Biskoaz n’em eus klevet kemend-all, a lavaras-hen en eur skrabat e benn. Kornandoned e Breiz-Izel !… e kichen chapel eur zant !!… Gortozit, maeronez, ma welin e peleac’h ema an dra-re… ! »

Digeri a reas eun arbel a yoa eno ; kemeret a reas eun heuriou bras, bras, merket warnan an holl vroiou eus ar bed hag an traou a zo enno. Goude beza lakeat e lunedou aour e troas an deliennou teo eus al levr, ken na gavas an hini a yoa merket warnezi : BREIZ-IZEL.

— « C’houi lavar, ha n’eo ket ’ta ? e Menez-Are !… Chapel Sant Kadou !… »

— « Ya, ya, sant Per ; zoken oun bet epad ouspen hanter kant vloaz o tiwall an denved eno. Na ped gwech, va Doue, n’o deus ket ar C’hornandoned divalo-ze laeret denvedigou diganen… »

Sant Per a glaske atao ; a-ben eur pennad mat a amzer e lakeas e viz war eur rouden c’hlas a yoa roudou eur groaz warnezi.

— « Asa, eo evelato, emezan ; kavet eo ganen chapel Sant Kadou ! »

Hag e lavaras d’eun eal a voa eno o c’hedal :

— « Kasit an ene mat-se d’hor Zalver ha livirit d’ezan en deus great kalz vad d’ar relijion zantel. »

An eal a reas eur c’houezaden, ha kerkent dor