Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR C’HORNANDONED DIVEZA [1]


————


Eun deiz sant Per a yoa o vont da ober eur c’housk, goude meren, e porched ar Baradoz pa glevas skei daou pe dri daol war an nor e giz pa vijed bet o lopa warni gant eun horz da bilat lann. Mont a reas, eun tammig droug ennan, da zellet a-dreuz ar barinier houarn a stanke toull an draf great en nor vras, hag e welas eur vaouez goz daou-bleget oll, ridet he dremm evel eun aval a zaou vloaz, dilhad pilpouz rous ganti, eur c’houef du war he fenn a goueze al lost anezan betek hanter he c’hein, hag eur boutou koad en he zreid boutou, kredabl eo (gant he nor.) he devoa skoet warnan.

— « Petra glaskit ? » eme Sant Per, rok an tamm anezan.

— « Aotrou Sant Per benniget (anavezet he devoa anezan dioc’htu abalamour m’oa disto e benn), me eo Fant an Touarc’h eus kichen Menez-Are, a zo bet e doug va buez eur vesaerez denved. Deuet oun d’ar Baradoz da c’houlen eur c’hougnig, hag ouspen-ze, me garfe ober eur pennad diviz ganeoc’h mar ho pefe eun tammig amzer. A drugare Doue, gwelet a ran e komzit brao ar brezoneg. Nak aon am boa na c’helljac’h ket koms ouzin, rak, me, aotrou Sant Per benniget, n’oun ket bet er skol ha n’ouzon tamm galleg ebet. »

Sant Per a zirollas da c’hoarzin.

— « Bezit dinec’h, maeronez, emezan, ama e

komzer an holl yezou, hag eun tachad a zo zoken,

  1. Skrivet gant Marianna Abgrall (Notenn gant Wikimammenn)