Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

ar beorien, hag ez eas da skei ouz doriou ar galatrezou. Gwragez gwisket truilhek a deuas da zigeri d’ezan. Kerkent e klevas en eur c’hougn klemmou eur bugel tener. Hema a ouele alies. Rede oa d’e vamm hen lezel da ouela pe n’he divije ket gallet gounit peadra d’e vaga.

An eal a reas eur zell madelezus oc’h ar vamm baour.

— « Mamm, emezan gant douster, ma tennfen ho mab eus poaniou al leac’h trubuilhus-ma evit e gas d’ar gwir evurusted peurbadus, petra lavarfec’h ? »

Hag ar vaouez keaz a zavas he daoulagad devet gant al labour hag an daerou bero, hag evel eun den kollet gantan pep fizianz da gaout morse zoken eun tan va eus an evurusted, e lavaras :

— « Mad, kemerit aneza ’ta, mar kirit ! Kalz e garan koulskoude ! Mez, evit ar pez a zo ouz e c’hedal ! Sellit, evel-se ema kount er bed-ma : an holl boaniou da eur re, hag an holl evurusted d’eur re-all !… »

— « An Nenvou evelato a zo e penn ar bed-ma. Eno e vez lakeat pep tra en e renk ; eno e vez kavet digoll eus ar pez a zeblant direiz ha disleal d’eomp-ni, p’eo gwir eo ar re o deus bet ar muia poan war an douar eo a vez ennan an evurusa !… »

— « O, an Nenvou ! » Hag ar baourez keaz da gregi adarre gant he labour. O veza bet leac’h da zisfiziout kenalies a wech, marteze e laoskae ive he fizianz da welet, eun dervez, lez kaer an Aotrou Doue, ar fizianz-se ha n’eus nemeti alies o rei skoazel d’ar paour ankeniet.

Hag an eal a yeas er-meaz.

Ne gemeras ket ar bugelig a ouele atao en e gavelig. E vamm n’he doa ket e ginniget gant a--