Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/163

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

reas diskar ar wezen ; hopal, pedi, aspedi a reas evel eun diskiantet… Koll a reas e boan : ar Maro e unan a zo red d’ezan plega d’eur galloud-all treac’h d’e hini.

Gervel a rea Dienez a-bouez penn ; Dienez avad a yoa bouzar, ha neuze, ne rea netra evit klevet mouez torret an hini a yoa deuet d’e welet.

— « A ! Dienez ! va mignon Dienez ! eme ar Maro, lez ac’hanoun da vont gant va hent ; kement am eus da ober ma ve dies bras d’in koll an distera tamm amzer. »

— « Brao, brao eo an dra ze, eme ar paour, great e zonj gantan da rei respont d’ar Maro. C’houi a c’hell kaout mall da vont kuit ; me, avad, n’em eus ket ! »

— « Toui a ran d’it da lezel en dro-ma ; ouspen ze, mar am lezez da zisken, ne deuin tamm war da dro epad an dek vloaz kenta. »

— « Dek vloaz ?… Petra eo dek vloaz ?… Eur pez kaer, avad »… Me a fell d’in chom beo betek ar varn ziveza… Ma roït an dra-ze d’in, c’houi a vo dishual… »

— « Ra vezo great hervez da lavar, Dienez, paotr koz diskiant ! Chom a ri betek an dismantr eus ar bed… »

Ha neuze, an Ankou, kounnar vras ennan, a zilammas eus ar wezen o sevel e falc’h evel evit gourdrouz. Kement a zroug a yoa ennan ma tiskaras pep tra war e hent : tud, tiez, gwez…

Ar gear-ze, kel laouen, a yoa deuet da veza eul lanneg. Ne jommas enni nemet… Dienez.


————