Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —


Mont a reont da genta da skei war dor an ti kaera ; ha setu an ozac’h e unan, Pinvidig e hano, o tont da zigeri.

Sent bras an nenv, evel peorien geiz, a c’houlen an aotre da vont da gichen an tan evit sec’ha o dilhad.

Pinvidig a gemer anezo evit klaskerien ; ha neuze an den kriz se a lavar d’ezo gant eur vouez rust :

« It gant hoc’h hent, ha buhan !… Ma n’en em dennit ket, va chas a ouezo bremaïk ober d’eoc’h bale… »

Ha setu neuze hor zent ker o vont gant an hent betek ar penn pella a gear… En dro-ma ez ejont da skei war dor an distera ti plouz. Eno, en toull ti ze, e veve Fanch koz an-Dienez. E hano hepken a lavar e pe stad edo. Hogen, hennez da vihana a zo eun den kalonek ! Truez en deus ouz ar beorien ezommek, rak mac’h anavez mad o stad… Setu perak e lavaras d’ezo gant madelez :

— « Azezit va mignoned ; tostaît da ziskuiza ha da zec’ha ho tilhad. Bet oun dres er mintin-ma o klask keuneud er c’hoad. »

Gant kalz a evez e kemer neuze eur vriad skourrou munut er fagoden liammet c’hoaz. Mezek o veza n’halle ober gwelloc’h, e oa savet ar ruz d’e benn pa ginnigas Dienez d’an daou zant bras an nebeudig tammou kreun dastumet gantan diwar an aluzen.

— « Ne labouran mui, emezan oc’h huanadi, daoust ma’z eus c’hoaz kalon em c’hreiz… Koz oun ha mac’hagnet, evel a welit… hag ez eo red d’in beva diwar aluzennou an dud vat douget gant Doue da rei skoazel d’in… »

Pa varvas an tan, sant Per a zavas o terc’hel c’hoaz en e zourn genaouad diveza bara Dienez.