Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ix

goude ar gousperou. Ouspen en Arvor, da baotred an Argoad, ar Menez hag ar prad e ray vad ha plijadur, fizianz am eus.

Ne fell ket d’in ho tale pelloc’h, va mignon lenner, rak mall bras hoc’h eus, hep mar ebet, da voulc’ha an dorz. Hag a hend-all, va mignon ha kenvreur Dirlem en deus roet kement a veuleudi d’an Aozer ha d’e labour, ma kresk c’hoaz ho youl da welet petra dalo ar varc’hadourez a ginniger d’eoc’h.

Pluenzir.


————