Piou n’en deus klevet hano eus an amzer drubuilhus-se hanvet : Ar Spont bras ? Edo an Dispac’h o ren en e wasa ; paotred ar freuz en em zile dre-oll, en tiez, war an dachennou, o selaou lavarou an dud.
Kement-hini a vije kavet o trouk-presek pe eus ar Republik pe eus he mistri, hennez a vije kaset d’ar c’hilhotin er peder heur war-nugent.
An noblanz hag ar veleien eo ar re a c’houzanvas ar muia d’ar poent-se : an noblanz, rak ma talc’hent mat da gador ar roue ; ar veleien, rak ne fellas ket d’ezo distaga dioc’h Rom evit senti oc’h lezennou eur gouarnamant difeiz ha dizoue. O c’hlask a read, evel ma klasker al loened kriz, evit o laza.
Ivona a Vodenil a yoa eur Vretonez kalonek, leshanvet Gwrac’h an aochou. Bet oa an dispac’herien e maner Penneril o laza he zud hag oc’h enaoui an tan-gwall, evit ne jomche netra eno da zigas envor eus an noblanz koz.
Bet oant ivez war roudou Ivona, meur a wech zoken ; hogen, dont a rea atao a-benn da dec’het razo ha da c’hellout kuzat a-zoare. Gwir eo ez oa eun niver bras a goueriaded, fermourien koz d’he zud, hag a yoa eun dudi evito rei harp d’o demezel yaouank.
Pa gleve Ivona e veze bet lazet unan eus muntrerien he zud ha tud ar vro, an emzivadez a lakea eur merk war unan eur ar zeiz bez savet war c’horre relegou an dujentil, bet douaret gant bennoz ar beleg galvet ganti evit kement se.