er c’helaouennou brezonek ha klask a reas marvailhou kaeroc’h c’hoaz eget ar re genta – ma c’haller, da vihana, kaout kaeroc’h kontadennou eget ar re a zo en e genta dastumad. En deiz a hizio en deus eur bern pennadou en e di, bet moullet dija, dindan e hano, aman hag a-hont war Groaz ar Vretoned, Feiz ha-Breiz, Almanag K. B. B., pe chomet divoull en e baperou. Goude beza o c’hutuilhet n’halle ket, hep beza digar, o miret evitan e-unan. Rak-se war bedennou start e vignoned en deus graet eun dibab etouez e wella istoriouigou hag e teu adarre, kenvroiz ker, d’o c’hinnig d’eoc’h dindan an hano kaer : Nosveziou an Arvor.
Klaoda Ar Prat a zo eur Plougastellad, eus gouenn paotred ar sivi, paotred start en o c’hredennou ha mirerien touet o giziou kantvloaziek.
Al laouenan a gar ato |
An den ive, koulz hag al labouz, a blij d’ezan an ti bihan e leac’h m’eo ganet, hag eur wech divroet e kar dizrei, eur wech an amzer, d’ar c’hornig douar a welas deiziou eürus e vugaleaj.
Dreist pep loden all a Vreiz, Klaoda a gar gourenez Plougastel. Er barrezig koant-se en deus tremenet bloaveziou tenera e yaouankiz. Eno, gant e gamaladed, en deus redet, diarc’hen, e benn noaz, a dreuz ar parkadou sivi, ar brug hag al lanneier. Nag e kare dija d’an ampoent kaerderiou e vro ! Nag e plije d’ezan chom pennadou hir d’arvesti ouz
… ar c’herreg, peulvaned graet gant mein,
Savet ganto en Nenvou linen rouzet o c’hein ! [2]
En e bennadou eürusted, nag e kare, gant e vignoned, mont da gonta e levenez d’ar reier-ze hag a
…gemere loden en o flijaduriou
Hag a responte skiltrus d’o holl c’hoarzadennou ![3]