Petra c’hoarveze el lochen
Pedo ar gerent en anken ?…
Siouaz ! ar bleiz, e gwirionez,
A zivarc’haz an or distres.
Edo en ti, o pebeuz loen !
Evel pa vije ar perc’hen !
Goude lakât he fri dre-oll
E welaz edo en he roll.
Kement tra dispak war an daol
Ganthan voe lounket en eun taol :
Kig sall, bara hag aman fresk,
Oll e tremenent mesk ha mesk.
Pen devoe great eun dommaden
E klevaz eun huanaden ;
Ar bugel en he gavelik,
Dihun, a c’halve he vammik.
Korf al loen gouez n’oa ket leun,
Hag ez ea d’ar c’havel war eün,
Pa deuaz en ti, gand eur goabren,
An dudiusa sklerijen.
Eur paotrik koant leun a zousder,
Bugel Bethléem, Hor Zalver,
Azezet war ar goabren-ze,
D’an ealik bihan a vousc’hoarze.