Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
mouez reier plougastell


« Keit ha ma vezin beo me vo d’eoc’h, va Doue,
« O tougen d’ho karet kalonou ’r vugale… »

Roet ez euz d’in neuze eur groazik kouevr melen,
Gand eur gordonen zu ’vit galloud he dougen.
O Kroaz, va oll zenzor, na c’houi zo karadek !
Pegement e plij d’in rei d’eoc’h-hu pokou c’houek !

Me garo em c’herc’hen ho tougen noz ha deiz,
Hag eur veach an amzer sellet ouzoc’h gand feiz.
’Vit gouzanv va foaniou a gorf hag a spered
Eur zell hebken warnoc’h am zikouro bepred.

Dont a rai ar c’hlenved d’am staga em gwele,
Kroazik ker va Gwestlou am frealzo neuze.
D’am Zalver war ar Groaz vo va zell diveza,
Pa larin kenavo da sklerder ar bed-ma....

Etre va daouarn ien, pa vezin tremenet,
Va C’hroazik vo lakeat e pleg va japeled ;
Va mignounez feal da viken am heulio ;
En arched, en douar, va c’hroaz ganen ielo....

Mignounez venniget, va c’hennerzit bepred
Eneb ar bed, ar c’hig, eneb an drouk-spered,
M’ac’h hellin, va Jezuz, ô c’houi va c’harantez,
Ho meuli d’am maro, en ho rouantelez !…


————