57
gwerz an aotrou markiz a germaker
Dre labour ha kalz aket e rentaz ar yec’hed
D’eur baourez keaz kanerez n’he doa mui kar ebed.
Houma, dre anaoudegez a gane d’an Intron
He c’haera kanaouennou gand karantez gwirion ;
Darn anezho zo chommet epad meur a vlavez
E maner koz Keransker, ’n eul levr keginerez.
D’an oad eur bloaz warnugent, La Villemarqué a ia
Da skol vraz an dihellou gand ioul da studia ;
Unanet gand mignouned yaouank ha kalounek,
E reaz eur vad souezuz dre galz skridou gwiziek.
’Touez he labourou kenta e kavomp eur studi
Diwar-benn « Bosen Elliant », hag a ra doueti
Ar pez a goun Theodor euz barzoniez he vro,
Ar pez a c’hoanta ober, an hent a gemero.
Gwelet a rer, d’an ampoent, e laboure dija
War he levr kaer Barzaz-Breiz, al levr dudiusa,
Pa oe great d’ezhan ’n henor gand ministr ar studi
Da vonet beteg Bro-Zaoz evit eur gefridi.
An oll hanvez ar gweliou kaer ha dispar a vez
Bep bloavez e Bro-Geumry evit henor ar yez.
Gand peger braz levenez ho gwelaz Theodor,
A zantaz he garantez o kreski ’vit Arvor !
Eaz eo entent al labour gand Theodor boulc’het
Evit dastum en eul levr Barzaz ar Vretouned :
Gwerziou ha soniou fentuz, kanaouennou seder,
Abaoue meur a gantved kanet e peb karter.
|