13
kalvar plougastell-daoulaz
Ho karantez pa edoc’h beo,
Moereb, a ioa evidoun-me ;
Hirio, siouaz ! pa zoc’h maro,
Ha c’houi am ankounac’hafe ?
Goulskoude ’vel m’eo ken diez
Digouezout en envou war eon,
Me bedo ’vidoc’h aliez
Ar Werc’hez, Mamm an oll Anaon.
|
————
VI
KALVAR PLOUGASTELL-DAOULAZ
——
D’am mignouned L. ha P. Carret.
O c’houi, Plougastelliz euruz,
Leac’h oc’h euz da veza lorc’huz,
Poc’h euz en ho parrez dispar
Eun dra gaer evel ho kalvar !
Ar c’halvar-ma a oe savet
Tri c’hant vloaz a zo tremenet,
Dre bromesa ’pad ar vosen,
Pa voe selaouet ar beden.
|