7
va fask kenta e plougastell
Gand hast da vonet d’am Zalver
Am gorloze war an aoter.
Teod lemm an den na c’heli laret,
Pluen ebed n’he deuz skrivet
Mesventi dudiuz an ene
Deuet da veza ti he Doue.
Devez eüruz e peb doare,
Sklereat gand an eol a bare ;
Iliz sant Per a ioa gwisket
Gand bleun en derc’hent kutuillet.
Em spered e chommo bepred
Ar c’houn euz an deiz benniget
Ma reseviz d’ar veach kenta
Jezuz, ar mignoun tenera.
O devez kaer va Fask kenta,
Hep hini henvel er bed-ma,
Evidoun c’houi voe luc’heden
An deiz a bado da viken.
Tridal a ra gand levenez
Va c’haloun pa daolan evez
E prosesion ar Feunteun-Wenn,
En deiz-se skeduz ha laouen.
Tregern a rea ar parkeier,
An hentchou doun, ar prajeier,
Gand mouez nerzuz ar vugale
O kana meuleudi Doue.
|