Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
mouez reier plougastell


dennou a gounnar, oc’h heja ho rousin, lod-all etre daou, na c’houient ket ker e pe du trei, etre diou walen a ispill azioc’h ho fenn ; hogen ar re-ma o vont da heul n’ho doa fizians nemed e madelez Doue Gwennik.

Dre ma tostaent ti Gwennik a golle he sked, ha n’oa mui dizale nemed eur bernik mein du evel a-ziagent. Kennerzet gand-ze, al laeron-vor a dostaaz oc’h an ti, evit merzeria ar verc’hig santel. Hogen, dre ma tostaent, an dud a deue da veza rouez, rag kalz anezho a jomme a-zav o sonjal e malloz ar bugel ; ar zonj anezhi a vire outho da vont larkoc’h. Digouezet e kichen an ti dister, na jomme ken nemed an hini koz. A veac’h m’en doe lammet an treuzou ma oe gwelet eul luc’heden o treuzi an oabl en eur ober eun trouz spountuz : ar gurun a ioa kuezet war an ti. Eur barr avel deuet warlerc’h a skubaz al ludu beteg ar mor, hep na chommaz an disterra arouez anezhan ; ar rousin a vougaz ; hag al laeron kwezet d’an douar, e kreiz an denvalijen, a grede d’ezho beza eat da netra. D'an hevelep mare, Gwennik a oe gwelet war an deven, he gwiskamant sklerijen endro d’ezhi. Lakaat a reaz he zreid war ar mor, hag e tizroaz d’he bro....


————