Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
santez gwennik


leun, ma ’z int awalac’h da rei da anaoud ar pez a oe tenzoriou he ene hag ar zoursen euz he vertuziou.

Gwennik ! He hano, ha na lavar ket d’eomp a hent all, dre ar pez en deuz a guzet evit kalz a dud, eur weledigez c’hlan ebarz eun envou digoc’hen, pe gwagennou skeduz en eur mor a beoc’h ? Gwennik ! Klevet a reer eur zon c’hoek en hano-ze, ha na weler ket ar pez a ra d’ezhan beza ker mad. E ma c’hoaz er spered, ha kerkent e teuer da zonjal el laboused klevet o kana en eur c’hoad, el leac’h ma zeer da glask ear fresk an nevez-amzer.

Fellout a ra d’in rei d’eoc’h da c’houzout penaoz e ma ’r vro e pehini e tremenaz an nebeudik heuriou souezuz-se.

Bourc’h Beuzek, gand he dour koz, kelc’het gand eur guchennik tiez toet gand plouz, a zo bepred en he zav. Beza e ma wardro eun anter leo dioc’h teven Porspiron, el leac’h ma kreder e vevaz ar werc’hez yaouank.

N’euz ket kalz a dra da welet e bourc’h Beuzek. Hogen, pa ziskenner ac’hano evit mont etrezek ar mor e treuzer eur c’hoad gwez pin, dilerc’h koajou braz a en em lede, brema ez euz meur a gant vloaz, war an aochou-ze leun a gerrek. Eno koueriaded an amzer-ze a ie varlerc’h ar moc’h gouez beteg en ho zoullou kuzeta.

Ar c’hoajou-ze a ioa a-zioc’h riboullou leun a dreaz, pere, da zeiziou skeduz an hanv, a lugerne evel eun dousier alaouret war behini tarsiou glaz ar mor a deue da vervel en eur stouffat eonen. Hirio ez euz nebeud a wez eno ; en ho leac’h e kaver parkadou lann, d’ezho