Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





D’AL LENNER
————


Edon e sonj pell zo da zestum en eul levr an oll varzonegou strinket euz va fluen abaoue m’oun en em lakeat da skriva e Brezounek.

Eul loden vraz anezho a zo bet kurunet gand Kevredigez Bro-Vreiz ; lod-all a zo bet moullet war Groaz ar Vretoned ; en divez, eul lodennig a zo bet chommet em faperou.

Va c’harantez birvidik evit va bro Breiz-lzel hag he yez, eo he deuz va foulzet da zevel ar Barzonegou-ma ; ar c’hed dlio gwelet oc’h ober eur vad bennag d’am C’henvroiz, o sikour sevel Spered ar Vro, setu ar pez am doug hirio da lezel o moulla evit ma ’zaint e mesk an dud.

Dastum a ran va Barzonegou, da genta, evit va flijadur va-unan ; va mignouned ive goulskoude, me gred, a en em blijo oc’h ho lenn.

Nag a dud a zo e peb renk, e peb stad, ha na zonjont tamm ebet ho deuz ar Vretoned eur spered kaer dispar da zevel ; eur spered ha n’hen deuz netra da c’hoantaat d’ar sperejou-all ! Me fell d’in koms euz spered hon bro Breiz-Izel, da laret eo ar stagedigez oc’h yez, feiz, kanaouennou, kiziou ha gwiskamant ar Vretoned koz, hon tadou. Ia, hen lavaret a ran gand kalz a c’hlac’har,