Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

gant ar riou !… Buhan, deuit buhan em lochen ! Tostait ouz an tan, ha kemerit ho lod eus va zammig pred. Eur skudellad souben al leaz a raio vad d’eoc’h ! Goude e roin d’eoc’h va gwele da dremen an noz, hag hoc’h azen a vezo brao er c’hraou gant va loened, n’eo ket kolo a vanko d’ezan !

Daoust da galon vat Obiaz, Jozef ha Mari, anavezet hoc’h eus anezo, ne falvezas d’ezo kaout ken gwele nemet kolo seac’h ar c’hraou, hag abret ez ejont da c’hourvez, rak skuis maro oant.

Obiaz, hen ivez en em roas da gousket hepdale. Kousket kalet a rea zoken, en despet d’an avel diroll a c’houeze er meaz. Ya, an avel a yude mantrus e plegou ar menez o strilha d’an douar ar gwiskad erc’h teo a c’holoe skourrou ar gwez pin hag o regi ar c’houabr du a yoa en nevou o c’haloupat an eil warlerc’h egile.

Mes, setu e kreiz an noz, e klever evel eun taol klêron, eur pez youc’haden skiltrus a-dreuz sioulder an ti :

« Kokoriko-o-o-o ! »

Obiaz a zihunas sebezet, a zavas eun tammig en e goaze, hag hen da frota e zaoulagad, o kredi huvreal c’hoaz. Sevel a reas koulskoude nec’het bras ! Kornzigeri a ra dor e di evit sellet ouz kambr ar stered, e orolaj.

Setu ama eun dra zouezus avat, emezan. N’eo ket ouspenn hanter-noz, hag eo dihun Kan-Sklear !… Ar c’henta tro eo d’ezan da zihuna ac’hanon a-raok ar poent.

— Kokoriko-o-o-o !

Ha kerkent, gant sikour sklerijen an heol, Obiaz a welas e gilhog Kan-Sklear savet uhel war doen e graou, uhel e gribel gantan, e ziouaskel astennet, hag o kana. da vouzara :

« Kokoriko-o-o-o !! »