Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


— Istor Salaun ar Foll ! a lavaras neuze Perig, eur c’hanfard nevez great gantan e bask kenta.

— Deomp eta da Zalaun ar Foll ! Gwaz aze evidoc’h mac’h ankounac’haan meur a dra.

Hag ar vamm-goz a voulc’has he istor.

Er bloavez 1315 e veve e Breiz-Izel, e kichen Lesneven, eur paour kêz innosant, e hano Salaun. E dud a yoa paour glez ; setu kement a zesk d’eomp ar skridou koz diwar o fenn.

Pe ez eas Salaun d’ar skol, pe ne deas ket abalamour m’oa re baour e dud, biskoaz ar paotr kêz n’hellas deski ken peden nemet : Ave Maria ! na ken kantik nemet O Maria !

Dre ma kreske ar bugel en oad e kreske ivez e garantez evit ar peoc’h hag a zioulder, ha pa varvas e dud e oe mall gantan mont da jom en eur c’hoad. Eno e tibabas eul leac’h gouez ha distro, e kichenik eur feunteun goudoret gant eun derven goz.

Evel al laboused war skourrou ar gwez, Salaun a dremene eun darn eus e amzer o kana meuleudiou an Itron-Varia, e vestrez ; d’ezi goude Doue oa e holl galon, e holl garantez ; en noz, zoken, evel eun eostik, e kane mil gwech Ave Maria ! Ave Maria !

Gwisket truilhek oa, ha kerzet a rea diarc’hen ; n’en doa evit gwele nemet an douar yen ; hag evit plueg, nemet eur mean ; evit toen, nemet deliou stank an derven gamm e kichen ar feunteun.

Mont a rea bemdez er stuz-ze da Lesneven pe d’ar c’heariadennou-all a ziwar-dro da glask an aluzen. Ne rea ket a bedennou hirr e toull an doriou ha ne dorre ket pennou an dud gant e glemmou mantrus ; lavaret a rea :

Ave Maria ! Salaun a zepre bara !

Digemeret a rea kement a veze kinniget d’ezan, hag e tizroe didrouz ha war e bouezig da gichen ar feunteun. Eno e soube e vara en dour hag hen debre, o la-