Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

dostaat da zellet ouz an daolen el leac’h m’ema hanoiou ar baotrezed a labour ar gwella. O sellit ’ta, Marc’haridig a zo ar groaz ganti adarre ! Setu ama evit he digoll eus he foan ; ouspenn-ze, arabat e vezo d’eoc’h lavaret grik ebet d’ezi diwar-benn kement-ma : ember hi eo a c’hounezo ar pez a vezo a gaera ouz gwezen Nadeleg… Hag Annaig ’ta ! o ar bugel ker, pegen devot ha pegen dibec’h eo ! Me he c’haso d’ar gouent ! Setu ama, da c’hedal, peadra da ober plijadur d’ezi… An demezel Madalen ! adarre eun tammig dibarfet !… N’eus fors, gwelloc’hik ez a an traou ganti… Mat, mat… Setu ama evit roi nerz-kalon da Vadalen da vont war wellaat… Ha brema, setu ama draje ha madigou-all eus ar Baradoz da ranna etre an holl merc’hedigou. Arabat e vezo avat beza re lountrek !…

Hag ar Mabig Jezuz ac’hano adarre gant e Vamm.

Chom a rejont a-zav aun tammik pelloc’h.

— O va Mamm, setu ama eur skol-all !… Pan ! Pant Digorit buhan, Aotrou Mestr-Skol… Me eo ar Mabig Jezuz, Mignon ar vugale. Digas a ran bep seurt c’hoariellou d’am mignoned vihan. O ! nag a blijadur o devo ! Gwelet a raint n’ankounac’haan ket anezo ; gwelet a raint o c’haran a greiz kalon, hag int-i ive am c’haro, am c’haro hed o buez penn-da-benn ; n’eo ket ’ta e karint ac’hanon ?…

Ar Mabig Jezuz a gomze evel pa vije bet ar Mestr-Skol ouz e zelaou ; an nor koulskoude a jome serret kloz.

— Me ho ped, Aotrou Mestr-Skol, livirit d’in ha klevet a rit-hu va mouez ?

— O ! me ho ped… Me eo ar Mabig Jezuz… Ma c’houfec’h pegement e karan-me an holl vugaligou-ze ! Digorit d’in ! digorit d’in !

Eun nor a zigoras, hag eur vouez a grozas :

— It gant hoc’h hent ; ar skol-ma a zo direlijion, eur skol laik eo. N’ez eus plas ebet evidoc’h en hostaleri-ma !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .