a ziskouezo d’eoc’h oun salvet, rak kerkent va ene a nijo d’ar Baradoz, el leac’h ma teuot d’am c’haout.
Da hanter-noz eta ez eas Mao da lakaat arched e vab a-dreuz war voger ar vered, hag ec’h en em guzas er porched. Prestik goude e welas o tont, pep hini eus hê zu, eur goulm hag eur vran. Ar vran da genta, a yeas evel dre ruzou penn-da-benn an arched, hag a reaz d’ezan kostezia kalz en diavez gant eun taol askel nerzus. Ar goulmig wenn a reas memez tra d’he zro, ha gant eun taol askel a lakaas kompez an arched. Gant eun eil taol askel ar vran a oe darbet d’ezi ober d’ezan koueza er meaz ; mes ar goulmig a reas kaeroc’h : ober a reas d’an arched kostezia war an diabarz. Ar brezel a badas evel-se epad tost d’eun hanter-heur, an treac’h gwech gant unan, gwech gant eben. Mao a grene gant an enkrez en e borched… An treac’h diveza a jomas gant ar goulmig wenn : an arched a gouezas er vered, hag en eur goueza e tigoras, hag e teuas anezan eun eil koulmig wenn hag a yeas da gaout an hini he doa stourmet ken kalonek oc’h ar vran zu. O welet kement-se, Mao a varvas gant e levenez, war an heur, hag el leac’h diou goulmig e oe gwelet teir o sevel d’an nenv.
An teir goulmig-se oa eneou neteat an tad, ar mab
hag ar vamm. Doue en doa aotreet d’ezi dont er stum-ze
da rei skoazel d’he mab.
- Skrivet e galleg gant Luzel.