Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

abred-se ? N’edon ket war c’hed ac’hanout ac’han da varc’hoaz ; mes p’eo gwir out deuet, deus ebars, ha ra vezi deuet mat !

Ar porzier a zigoras an nor, ha Mao a yeas en ifern.

— Lakit anezan war e gador, a lavaras Satan.

Pevar diaoul a dosteas da gregi e Mao. Hogen, a-walc’h e oe d’ezan steki outo e wialen wenn evit ober d’ezo mont war o c’hiz buhan ha buhan o leuskel blejadennou spontus. Pevar-all a deuas war e dro, kaset gant Satan ; hogen, kerkent ha ma oe stoket outo ar wialen wenn ez ejont ive war o c’hiz oc’h ober kement a ardou ha pa vije kroget an tan en o bouzellou.

— Petra c’hoarvez gant ar re-ma ? a lavaras Satan ; ha setu hen e-unan da dostaat evit lakaat e grabanou war Mao. Santout a reas ive ar wialen, ha kerkent e tec’has oc’h eonenni gant ar gounnar.

— Er meaz !… Er meaz ! eme an diaoulou a bep tu ; er meaz ! an hini a zo deuet ama a-raok e boent ! E rank beza eur relegou santel bennak gantan !…

Den avad na grede mui tostat outan.

Chom a rea eno e kreiz an dachen, dispont kaer.

— N’ez in ac’halen, emezan, nemet pa ’m bezo bet digant Satan ar paper em eus sinet gant va goad !

— Ne ’z pezo ket anezan ! Kers kuit buhan, ha varc’hoaz e tizroi, da vat neuze, evit chom atao.

— N’in ket ac’halen a lavaran d’it, ken em bezo bet va faper, pe da ler a zamanto.

— Ne ’z pezo ket : kers, ki !

Ha Mao gant e wialen o skei a-gleiz hag a-zeou war an diaoulou ha traou-all a yoa da dosta d’ezan.

An drouk-sperejou a youc’he :

— A-walc’h ! a-walc’h ! roit d’ezan e baper, ha ra ’z ai prim ac’halen !

Satan a daolas e baper-marc’had da Vao, en eur lavaret :