Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 234 —

dez, eur vaouez diwar ar meaz gwisket e giz Lanndi. Eur chapeled bras a zo en he c’herc’hen ; bet eo o pardona e Lourd.

An Aotrou (gant eun ear gwapaüs). — E Lourd oc’h bet, gwelet a ran !

Ar goueriadez. — Ya da, Aotrou.

Hen. — Hag ez eus great d’eoc’h gwelet traou a bep seurt liou ?

Hi. — Ya, Aotrou, gwelet em eus e Lourd traou kaer kenan.

Hen. — Gwelet hoc’h eus an eienen ?

Hi. — Gwelet em eus an eienen, Aotrou, evet em eus he dour ha gwalc’het ganti va daoulagad.

Hen. — Gwelet hoc’h eus ive eur bern pareansou ?

Hi. — Kaeroc’h, Aotrou ; bet em eus eur weledigez, eun « aparision ».

Hen. — Brao ! brao ! O ! kountit an dra-ze d’in ’ta, Itroun vat. (An Aotrou a frote e zaouarn gant plijadur).

Hi. — Ya, gwelet em eus an Tiegez santel e Bethleem ; ar Werc’hez Vari, sant Jozef, ar Mabig Jezuz, ar vesaerien, an tri Roue… Ne vanke netra nemet eun dra.

Hen. — A !… Petra vanke ?

Hi. — An azen !… Eun eal en deus lavaret d’in her gwelchen dizale. Laouen oun brema… Ouz ho kwelet ez eus deuet sonj d’in eus komzou an eal !

An Aotrou a droas oc’h ar weren hag a reas meur a zell korn ouz ar c’houabr a yoa deuet da c’holo an heol.


An Iliz reformet


Ar gountaden-ma a zo bet kutuilhet gant an Echo de Noël e kannadig eur barrez.

Eur ministr protestant a yoa

Oc’h ober e dro
Dre ar vro,

o prezeg e relijion, oc’h ingala levriou etouez an dud.