Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —

ver er vro eun tiegez bennak el lec’h eo savet gwelloc’h an dud, el lec’h ez int muioc’h brudet, muioc’h enoret, abalamour d’an taoliou kaer o deus grêt hini pe hini. Ac’hano da zevel eur memes gouarnamant evit an holl, eur gouarnamant hag a vije gwir vestr war ar vro a-bez, ez eus pell, kredit ac’hanon perc’henneien bras an douar, holl koulz lavaret eus an tiegeziou kosa, a grede beza mistri bras war hed o douarou, gant gwir da varn ha da ober brezel. Lavaret d’ar just da bevare e c’hoarvezas kement-se na ve ket eun dra eas war va meno.

Kredi rean oa red d’in roi d’eoc’h an diskleriaduriou-ze evit ma c’houfac’h penaos ha perak oa ken dizeblant ar baroned uhel ouz ar relijion hag ouz gwiriou padus ar boblou.

Evel-se ’ta, Ao. Vaucourt na gomprenas ket nemeur a dra er pez en doa gwelet er japel. Hen ha na gomprene nemet eun dra : galloud ar c’hrenva war e nesa, a gredas oa al labourerien douar-ze en em dennet a zindan galloud baroned ar c’harter evit n’o divije mui da zenti outo. Setu hen da ober e bôtr faro, ha goude beza koaniet eus ar pez o doa digaset d’ezan e vevelien ez eas d’e gambr da dremenn an noz, daou eus e dud a dlie chom gantan er memes kambr. Ne gave ket d’ezan oa awalc’h ar sklerijen evit beza dispont, ha setu perak e tilasas hepken e lerennou, e lammas e voned houarn hag e lakeas eur galabousen c’hloan en e lec’h. Goudeze ec’h astennas e gorf war ar c’holc’hed a zerviche da Andre ; n’edo tamm ebet e poan avat pe e kavche ar beleg eun dra bennak da c’hourvez e-unan pe na raje ket. Bolz an nenv a yoa goloet a goummoul, avel a yoa kenan, hag ar c’hazarc’h a goueze puilh war an toennou ha war gwer ar maner koz. O veza m’oa yen a-walc’h an amzer, an Abostol Andre en doa lakêt kas hordennadou brug, lann ha balan d’ar gambr vras, hag en doa e-unan grêt tan enni.