Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

c’hoaz a-benn da entent mat a-walc’h kement a zo el levr-se. Eun dra hepken a rai plijadur d’eoc’h : ar skeudennou grêt gant an dourn.

Leda reas neuze eur follen baper melen war an daol. War ar paper-ze e tiskouezed meur a dra eus buhez ar Varzed ; ar skeudennou n’oant ket eus ar c’haera, hogen, dreizo e komprenen meur a dra hag a yoa chomet tenval em spered. En daolen genta ez oa eur maread goazed destumet en eur c’hoat, gwisket gant dilhad dic’hiz. Meur a seurt rummou tud a yoa eno ; en eun tu e weled eun drouiz o kelen an dud, dioc’h e wiskamant oa eas e anaout ; ar zelaouerien a yoa o daoulagad troet holl warzu ennan. Eur gentel eo a roe an drouiz d’ar C’helted, hon tadou (gouzout a reer n’oa ket kustum an Drouized da skriva o c’helennadurez ; red oa eta d’an dud miret o c’helennadurez dindan envor). E kichen ez oa eur maread diskibled. Nec’het e vichen bet m’am bije ranket lavaret petra reant. An Ao. Person a zisplegas d’in :

— Aze ema ar gelennadurez war al lezen ; setu perak n’int ket gwisket hen vel. N’eus skrivet netra : d’ar spered eo miret ar gelennadurez. Nebeut goude e lavaras adarre :

— En taolennou-all am eus da lakât dirak ho taoulagad, ne welot koulz lavaret netra : bokedou huelvar ha netra ken.

— Hag ar c’helc’h-ma. emon-me, petra eo ? Gwelet a ran ennan tud, telennou a deir gorden en o daouarn.

— Ar re-ze a zo barzed, emezan ; deski a reont ar muzik hag ar c’han d’o diskibled, hag e welit telennou ganto holl.

Dremm ar mestr kelenner a zeblante d’in beza grêt gwelloc’hik eget ar re-all ; lenn a read evel pa lavarfen ar wiziegez en e zaoulagad. Chom a ris pelloc’h da zellet ouz hema eget ouz ar re-all. An Aotrou Person a lavaras :