Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —

ket klevet hano marteze eus va dastumadennou Marvailhou ?

— Nan, a respontas an aotrou Person, m’am bije anavezet ac’hanoc’h kentoc’h em bije gellet marteze kinnig d’eoc’h va drammou nevez.

— Roit anezo, aotrou Person ; a greiz kalon ho trugarekaan en araok, eme-ve d’ezan.

Ar pez am eus kontet em Rimadellou diwar-benn Lan ar Meur a zo bet kontet d’in e ti Judikaël.

— Judikaël ! eme an aotrou Person ; an dud-se a zo kerent d’in eun tamm bennak. Ha n’anavezit-hu ket ive an tad-koz Tanhouarn ?

— O anaout a ran holl, aotrou Person. Bet em eus ar blijadur da dremen dre di Joë Judikaël ha komzet em eus zoken gant ho tad-koz.

— A ! eme an aotrou Person d’in adarre, n’oc’h mui eun diaveziad evidon, eur mignon eo ez oc’h. Eun nebeut deiziou a zo eo bet ouz va gwelet. Goan eo ato, yac’h pesk, hag ever dour.

— Mar ho pefe eun dra bennak da eüna em Marvailhou, aotrou Person

— Kalz gwelloc’h em eus, emezan ; klasket em eus e-touez traou kosa Breiz-Izel baour, hag ez oun bet evurusoc’h eget ar re n’o deus kavet ken da gonta nemet an tabudou etre Bleaz ha Monfort. Eat oun larkoc’h, a lavaran d’eoc’h e istor hor bro.

Daoust ha gouzout a rit, emezan d’in c’hoaz, o doa lezet an drouized en Arvor eun had hag a c’helle lakât karet hon relijion zantel ; prezeg a reant eo divarvel an ene, ez eus goude ar maro eun digoll evit ar re a vale eün er bed-ma hag eul leac’h a gastiz evit ar re a ra an droug, hag ar pez ho pezo poan o kredi marteze, troet o doa ar vro-ma da zigemeret sklerder an Aviel. Lavaret d’eoc’h e kave mat ar gristenien genta sakrifisou an drouized a vije mont eneb ar wirionez : setu perak e oe grêt brezel d’an drouized, kaset e oent d’an harlu ha