Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

markiz, Raoul Kerbrug, a zigoras eur c’hef bihan, hag a ziskouezas d’ar vugale souezet eur gurunen aour, perlezet, a lugerne war eur fons voulouz glas. Herve, glac’haret ha mezek, a blegas e benn, daelou en e zaoulagad. Tec’het oa e joa gant gwaperez ar vugale-ze, kriz a galon ; n’en doa ken c’hoant ebet nemet da vruzuni dindan e dreid ar boutouigou en doa kleuzet ha brodet gant kement a garantez. Mes ar person a dostaas hag a frealzas e galon baour en eul lavaret : « Ar Werc’hez a zello muioc’h ouz ar c’halonou eget ouz ar profou a vo grêt d’ezi. Deuit, bugale, d’ar brozesion evit kas ho prof d’an Itron Varia. » Mont a rejont ’ta, laouen en eur gana kantikou.

Goude ar gousperou — lavaret « war ton ar c’hrampoez gwiniz », gallout a rit am c’hredi ! — pep hini a dostaas da rei d’ar Werc’hez e brof. Ar markiz bihan, Raoul, da genta, gant lorc’h a bignas war eur skeul vihan da lakât war benn ar Werc’hez e gurunen steredennet. Ar re all a zeuas ive an eil goude egile, hag Herve an diveza, an dour en e zaoulagad glas, a zelle piz ouz ar Werc’hez.

— O Mammig ! emezan, na rit ket fae war va labour, gantan ec’h adroan d’eoc’h va c’halon.

Koulskoude, pa oa arru tost, e chomas abof, mes ar Werc’hez a c’hoarze ken tener, ken ma tosteas krenn. O va zud vat ! pebez burzud a oa gwelet neuze !…

Ar Werc’hez koad a zavas, an eil goude egile, he daou zroad gwenn, hag Herve a c’hallas, en eur grena, gwiska enno ar boutou dantelezet !… Ha neuze ar Werc’hez a astennas he brec’h, en eur blega he fenn kurunet, da gaout an emzivad disprizet, hag a lakaas he dorn benniget war e benn hag eur pok karantezus war e dal gwenn ha glan !

Ar bugel paour, dindan douster ar pok dudius-se, beuzet e galon a levenez, a gollas anaoudegez ha dousik a ruzas hag a gouezas war an douar. An aotrou person