Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —


Boutouigou ar Werc’hez [1]


————


Bez ’z eus, en eun tu bennak e Breiz-Izel, war lez eur c’hoad bras, eur chapelig koz, savet en enor d’an Itron Varia. An doen goz mein glaz hag ar mogeriou hanter freuzet, a zo paket gant an illio, a ra d’ezo evel eur vantel c’hlas ha dantelezet. Dister eo ar chapel, daou brenest hag a zo beget e penn-kreac’h anezo evel eur vi yar, a ro sklerijen enni ; ha dindan eun tourig beg-moan, el leac’h ma ’zeus eur c’hloc’h bihane pign, e tigor an nor vras koad dero, kizellet ha dantelezet, mes hanter vrein. Ar c’hloc’hig en deus eur vouez voan ha skiltr a zav evel kan an evnig a uz d’ar c’hoad, hag a vez klevet a bell.

N’eo ket gwall gaer ar paour kêz chapel ; n’eus netra enni brao da welet, netra nemet ar Werc’hez, eur Werc’hez koz ha koant bepred. Piou en deus grêt anezi ken koant, ken brao ? Eun den ha ne ouezer doare d’ezan, ha n’en deus ket skrivet e hano war ar jijen ; eun den dornet mat koulskoude, hag eur c’hristen evel m’eo dleet. Diouz gwelet anezi, pa sko warni eur bann heol, dre ar prenest, ha pa hij warni skeud an deliou illio, e lavarfe eun den eo beo ar Werc’hez, gant he bleo melen aour, he diouchod rus, he genou hanter zigor o vousc’hoarzin ken dous, hag he daoulagad glas glizen o sellet gant madelez ouz ar re a ya da bedi anezi. War he zal gwenn evel eur fleurdelizen ez eus eur gurunen steredennek, eur wel gwenn kann a guz he bleo hir hag eur zae wenn, gant rozennou aour, a wisk anezi, hag a zo dalc’het gant eur gouriz glas evel bolz an nenv. He daouarn gwenn en em stard war he mabig Jezuz hag a zo e zivreac’h en dro da c’houzoug e Vamm hag e benn

melen war he skoaz.

  1. Embannet a-raok e-barzh La Croix des Côtes-du-Nord ar 01/03/1896. Sinet Herminik.
    (kan.bzh)
    E-barzh Envorennou eur Brezonegour, gant F. Vallée, e lenner, p.32 :
    "Herminig, eur vestrez-skol, n’em eus ket anavezet nemet dre hec’h oberou. Skriva a reas eur gontadenn, Steredenn, heg a blijas kalz d’ar lennerien. Moulet e voe war baperennou distag ha rôet pe werzet war-dro ugent mil anezo." (IDBE)
    (Notenn ganr Wikimammenn).