Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —


MAO KERGARREG
an hini en doa grêt marc’had gant an Diaoul


————

Selaouit holl mar oc’h eus c’hoant,
Hag e klevlet eur gaozig koant,
Ha n’ez eus enni netra c’haou,
’Met marteze eur ger pe zaou.

En amzeriou-ze, pell zo abaoue, ez oa eun aotrou pinvidik, ker pinvidik ma ne c’houie ket ar pegement eus e zanvez. Hogen, dre ren buez direol ne zaleas ket e stal da vont da stalig, hag en devoe dizale kement a zle hag en devoa bet a beadra. Ma sonjas, ’velkent, lakaat eun tammig urz en e aferou.

Eun dervez edo o sellet ous e liziri ferm, hag e welas ez oa eun den hanvet Mao Kergarreg en unan eus e zouarou ha ne baee morse netra ebet d’ezan : edo eno evel eur perc’hen en e dra. Kas a reas kemennadurez d’ar c’houer da zont d’e vaner.

Oc’h en em gaout dirak mogeriou ar c’hastel, setu ma wel Mao diou skeuden livet war an nor vras : a-gleiz, hini Satan goz, hag a-zeou hini hor Zalver Jezuz-Krist. Tenna reas e dok d’an diaoul hag e plegas e benn izel dirazan, en eur lavaret : « Da hema da genta ; n’eo ket kustum eus kement a enor, ha moarvad hen lakai da dalvezout d’in ; diskouez a rai anaoudegez vat en eur rei d’in eun taolig skoaz mac’h en em gavan dies, evel am eus aon e vin.

Eun tammig salud a reas ive d’hor Zalver, mes ken dichal ha ken difre !… Hag hen er c’hastel.

Digemeret fall e oe gant an Aotrou. Hema a gomzas uhel, a ziskouezas e baperou, hag a lavaras da Vao, e