Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —


— An hailhon-hont, a lavarent etrezo, en eur vont kuit, a oa oc’h ober gwap ac’hanomp-ni, o tigas ac’hanomp d’ar G… Ar Pab a dle beza er C’hrevel.

Ar beleg, o welet anezo o vont en o zro, a stouas d’an daoulin da drugarekât an Doue a zouge d’ar re glanv hag en doa hen diouallet dija ken alies a wech betek neuze, en dro-man dreist-oll, ha ken alies a dro all divezatoc’h epad holl amzer an Dispac’h.

Gouest a ve c’hoaz an Aotrou Doue, a gav d’eoc’h, da ober kement all evit e veleien, ma tizrofe ar memes amzer war hor bro ? Ne ket d’eomp-ni eo klask an tu da welet ar seurt amzeriou-ze evit aprou furnez ha galloud